prép
I. Dans l'espace
1. indiquant la position ~ la campagne war ar maez ~ la ville e kêr il habite ~ Lorient emañ o chom en Oriant vivre aux États-Unis bevañ er Stadoù Unanet il est ~ l'hôpital emañ en ospital ~ l'orée du bois war lez ar c'hoad 30º ~ l'ombre 30º en disheol ~ la température ambiante er gwrezverk ardro ~ cette altitude en uhelder-se la montagne s'élève ~ 1000 m ar menez a sav da 1000 m au niveau de la mer e live ar mor ~ l'intersection des deux droites e poent skej an div eeunenn au dehors er-maez ~ table ouzh taol au mur, au plafond ouzh ar voger, ouzh ar sel ~ terre war al leur au rez-de-chaussée en ardraoñ j'ai mal ~ la tête poan benn ’m eus, poan ’m eus e'm fenn ~ la radio, ~ la télé er skingomz, er skinwel ~ droite a-zehou, war zehou, war an tu dehou l'arrêt est ~ 100 m d'ici emañ an arsav 100 m ac'hann ~ deux pas d'ici war-hed daou gammed ac'hann lever les bras au ciel sevel an divrec'h er vann au pied du mur e-harz (troad) ar voger, ouzh troad ar voger.
2. indiquant la direction aller ~ Rennes mont da Roazhon ~ la porte ! er-maez ! venez ~ moi deuit davedon (war va zu, etrezek ennon, da'm c'haout) aller au cinéma mont d'ar skeudennva il est allé ~ l'université er skol veur eo bet il va encore ~ l'école er skol e vez c'hoazh je vais demain ~ l'université à bicyclette warc'hoazh ez an d'ar Skol veur war varc'h-houarn écrire au tableau skrivañ war an daolenn.
II. Dans le temps
1. indiquant un moment précis ~ l'article de la mort e par ar marv ~ sa mort war e varv ~ vingt ans da ugent vloaz ~ l'âge de dix ans en e zek vloaz ~ 8 h da 8 h ~ Noël da Nedeleg, gant Nedeleg ~ l'automne en diskar amzer au moyen-âge er grennamzer ~ chaque fois bewech ~ son anniversaire d'e zeiz ha bloaz.
2. indiquant un délai ~ deux semaines des vacances div sizhunvezh kent an ehanoù ~ demain kenavo warc'hoazh, ken arc'hoazh ~ plus tard a-benn diwezhatoc'h, kenavo emberr ~ court, moyen, long terme war verr, grenn, hir dermen.
III. Marquant la manière
1. indiquant le moyen, l'instrument, l'accompagnement ~ voiles, ~ moteur dre lien, dre dan fermé ~ clé prennet war alc'houez au goût diouzh ar blaz couper au couteau troc'hañ gant ur gontell fonctionnant ~ l'électricité oc'h arc'hwelañ gant an tredan écrit ~ la craie skrivet gant kleiz jouer un air au piano seniñ un ton gant (war) ar piano café au lait kafe dre laezh ~ cheval war varc'h ~ pied war droad ~ l'aide d'un câble diwar-bouez ur fun marcher ~ l'aide d'un bâton kerzhout war-bouez ur vazh ~ tue-tête a-bouez penn, war-bouez e benn cuit ~ la vapeur poazhet er vurezh ~ crédit war gred, war dermen.
2. indiquant la manière ~ voie haute a vouezh uhel ~ son gré diouzh e c'hrad ~ califourchon a-c'haoliad ~ toute vitesse tizh ha tizh, tizh bras warnañ, gant tizh, diwar dizh ~ jeun war yun ~ la mode diouzh ar c'hiz ~ l'anglaise e giz (e stumm) ar Saozon, giz Saoz, mod Saoz ~ la baisse, ~ la hausse war zigresk, war gresk au cours du jour diouzh feur an deiz.
IV. Marquant l'appartenance un ami ~ moi ur mignon din je veux une maison ~ moi un ti evidon a fell din kaout ~ qui est ce livre ? da biv eo al levr-mañ ? ~ mon nom e'm anv, war va anv.
V. Indiquant l'attribution, la destination un cadeau ~ Jean ur prof evit (da) Yann ~ moi de parler din eo da gomz ce n'est pas ~ moi de le faire n'eo ket din d'e ober.
VI. Introduisant une évaluation, un rapport distributif
1. introduisant un prix un article ~ 100 € un traezad 100 € tout ~ 1 € pep tra ouzh 1 € les timbres sont maintenant ~ 0,61 € deuet eo an timbroù e 0,61 € ~ bon prix en ur priz dereat au prix convenu diouzh ar priz graet ~ grand, bas, vil prix a briz bras, bihan, dister le lait reste ~ bas prix al laezh a chom e priz izel une voiture ~ deux millions d'euros ur c'harr a zaou vilion euro.
2. indiquant un rapport, une mesure vendus au poids gwerzhet diouzh ar pouez cent km ~ l'heure 100 km an eur, 100 km dre eur 50 quintaux ~ l'hectare 50 kantolz dre hektar.
3. introduisant un nombre de personnes nous avons fait le travail ~ quatre pevar den e oamp evit ober al labour ~ deux, cela ira plus vite gant an daou ac'hanomp ez ay buanoc'h nous vivons ~ sept dans la maison seizh emaomp o vevañ en ti.
4. indiquant une approximation, une progression, un intervalle du premier au dernier eus an hini kentañ d'an hini diwezhañ recevoir de quatre ~ six heures degemer eus peder da c'hwec'h eur (etre peder ha c'hwec'h eur) du matin au soir eus ar beure d'an noz, adalek ar beure betek an noz, etre daou benn an deiz des groupes de quatre ~ dix hommes bagadoù pevar dek den un homme de cinquante ~ soixante ans un den pemont c'hwegont vloaz (etre pemont ha c'hwegont vloaz) il y en a de cinq ~ six cents pemp pe c'hwec'h kant zo anezho ~ 1 mm près war-bouez 1 mm ~ peu de chose près war-bouez nebeut.
VII. Marquant des rapports de cause ou de conséquence
1. indiquant la cause ~ ces mots, il s'en alla o (gant) klevout ar gerioù-se ez eas kuit faire qqc ~ la demande de qqn ober udb war (diwar) c'houlenn ub.
2. d'après ~ sa voix diouzh e vouezh ~ ce que l'on dit hervez (diouzh, war) a lavarer ~ ce que je vois war a welan ~ sa mine, on voit que cela ne va pas diouzh e neuz e weler ned a ket mat au dire de gouez da, post da, war (diouzh) a lavar au dire de (pour approuver) lizh da.
VIII. Suivi de l'infinitif
1. indiquant l'hypothèse, la cause il ruine sa santé ~ se conduire ainsi distrujañ a ra e yec'hed oc'h emzerc'hel er c'hiz-se ~ t'entendre, ce n'est rien du tout ouzh da glevout n'eo tra ebet.
2. exprimant l'obligation ~ payer avant la fin du mois da dalañ kent dibenn ar miz le livre est ~ rééditer al levr zo da adembann, dav eo adembann al levr.
3. exprimant la possibilité il n'y a rien ~ boire n'eus netra da evañ.
4. en train de j'étais dans le jardin ~ lire el liorzh edon o lenn je reste là ~ vous regarder aze e choman o sellout ouzhoc'h.
5. au point de il en est ~ regretter ce qu'il a fait dont a ra ha kaout keuz eus ar pezh en deus graet.
IX. Marquant la caractérisation, le but une fille au cheveux longs ur plac'h he blev hir un sac ~ main ur sac'h dorn cuisiner ~ l'huile keginañ gant eoul avion ~ réaction karr nij dre zazloc'h, dre flistr chauffage au gaz tommerezh dre aezhenn une poudre ~ récurer huzan purañ machine ~ laver le linge, la vaisselle kannerez b -ed, skaoterez b -ed moulin ~ vent milin avel des objets ~ vendre traezoù da werzhañ, traezoù gwerzhañ.
X. Servant de lien syntaxique
1. introduisant le complément du verbe il parle ~ mon frère komz a ra ouzh va breur j'en parlerai au directeur komz a rin eus se d'ar rener téléphoner ~ qqn pellgomz ouzh ub croire ~ qqc krediñ en udb se fier ~ qqn krediñ ouzh ub, fiziout en (war) ub nuire ~ qqn noazout da ub, ouzh ub se résoudre ~ faire emgrennañ da ober ; mennout, youliñ ober.
2. introduisant le complément d'un nom déverbal l'appartenance ~ un parti ar perzhiadur en ur strollad la référence ~ une revue littéraire an dave d'ur gelaouenn lennegel.
3. introduisant le complément de l'adjectif fidèle ~ sa parole feal d'e c'her difficile ~ faire diaes d'ober semblable ~ un oiseau heñvel ouzh un evn perpendiculaire ~ la droite a-serzh war an eeunenn fatigué ~ attendre skuizh o c'hortoz.