Geriadur ar vezekniezh

chimiotactisme, chimiotaxie, chimiotropismechemotaxiskimidrevn g., kimidrevnegezh b.

Perzh gant ar protoplasm da vezañ dedennet (kimidrevn yaek) pe argaset (kimidrevn nac'hek) gant danvezennoù kimiek 'zo, an toksinoù garvevel pergen ; aozerion 'zo a laka kemm etre ar c'himidrevn (Gl.  chimiotactisme, chimiotaxie) da verkañ un dilec'hiañ hag ar c'himigerc'h (Gl.  chimio-tropisme) da verkañ un durc'haat hep dilec'hiañ a-berzh ar bevion war-du pe diwar-du an danvezenn gimiek (sl.  cytotactique, cytotaxie).

Kent War-lerc'h